Ho kourdoner

C’hoant am befe da gontañ deoc’h ez on bet sportour a-viskoazh ha penaos eo bet plaen an traoù ganin war an hent da vont da c’hourdoner, pe da zesaver sport diouzh doare kefridiel an diplom tapet ganin… Ar pezh a zo e vefe gevier holl !

Evel kalz a dud em boa graet sport pa oan yaouank : atleterezh, boks gall, kigennerezh. Ha pitilh e oan gant Arnold, Jean-Claude, Sylvester, Bruce…

War an hent da Vreizh avat e voen lakaet gant ar vuhez, gant an tonkad a lârfe lod. Lezet ar sport a-gostez evit en em reiñ da zeskiñ brezhoneg e Skol-Veur Roazhon. Adalek neuze e kasen muioc’h a amzer gant ar stourm evit ar vro eget gant an hini ouzh an tamm kof a save din a vloaz da vloaz.

Daoust ma’z aen da c’haloupat ne oa ket trawalc’h evit chom yac’h ha kreñv. Ne voe nemet pa’z is da gentelioù hapkido (un arz-emgann korean) ma adstagis gant ma doareoù kozh ha ma klaskis reiñ ur stumm dereatoc’h (diouzhin) da’m c’horf hag ul lusk gorrekoc’h da’m c’halon.

Evel ur c’helc’h e c’hoarias ar vuhez pa voen em 42 vloaz ha falvezout a reas din pakañ un hunvre kozh (an hini a oa da vezañ sevenet kent mont da Vreizh) : bezañ gourdoner. Sede ma lakais ma anv evit tapout ur breved micherel ar yaouankiz, an deskadurezh pobl hag ar sport (BMYDPS) : obererezhioù ar yec’hed, kentelioù a-stroll, kigennerezh ha sevel-halterioù. Abaoe e labouran gant kevredigezhioù, embregerezhioù hag hiniennoù.

E-kerzh ar stummadur em eus graet anaoudegezh gant ar sevel-halterioù ha nay on gant ar sport-se abaoe. Kevezer on ennañ, kemeret em eus perzh e kampionadoù a bep seurt (er rummad Masters) : Breizh, Bro-C’hall… Da c’hortoz mont pelloc’h c’hoazh !