Plegiñ hep terriñ

Evel m’ho poa lennet er pennad-skrid War an hent adarre, em eus kroget da c’hourdonañ da vat etrezek ar pal bezañ perzheget evit kampionad ar bed ar sevel-halterioù.

An tu gwan ganin ez eo moarvat an diouer a darzhded em c’higennoù. E-pad pell em eus labouret evit galloud padout ouzh strivoù hir gant pouezioù pe gant pouez ma c’horf hepken. Goude em eus bet graet evit tapout nerzh. E-keit-se ne glasken ket kaout kigennoù prim, gouest da darzhañ mar gallan lavaret.

Evit gwellaat ar perzhded korf-se e krogan gant ur c’helc’hiad strivoù kreñvañ mui strivoù nerzhoniel [sevel a rin ur pennad all diwar-benn an nerzh hervez Zatiorsky].

Er video da heul e c’hallit gwelet un darn eus ma gourdonerezh dilun savet evel-henn: 3 arreadenn e 90% eus ma 1AG (arreadenn greñvañ) + 6 arreadenn e 40% eus 1AG. Teir gwech en holl, 3 munutenn diskuizh etre pep rann.

Plegadennoù – 144kg er varrenn gentañ, 64kg en eil.

War an hent adarre

Ur bloavezh nevez zo o vont da gregiñ e-keñver sport. E 2019 on deuet a-benn da vezañ perzheget e Kampionad Frañs ar sevel-halterioù er rummad -73kg, Master 40-44. Ma gwellañ sachadennoù avat am boa graet da-geñver Kampionad Breizh (kit da c’houzout perak 😉 ). Eno em boa diframmet 75kg ha skoaziet-gwintet 103kg evel ma c’hallot gwelet er video da heul.

Kampionad Breizh e Pleurestud, miz Ebrel 2019

Sevel gwelloc’h evit mont pelloc’h

Labouret kalz e vo hevlene evit sevel pouezioù pounneroc’h c’hoazh. Dav eo din gwellaat ma zeknik ha kendelc’her da bleustriñ evit kreñvaat.

Lakaet hon eus da bal gant ma gourdoner (eya ! Pep gourdoner en deus ezhomm eus e hini) mont en tu all da Gampionad Frañs, tizhout Kampionad Europa da nebeutañ hag hini ar Bed mar bez tu.

A-benn dilun, echu gant ar vakañsoù, adstaget e vo gant peder abadenn c’hourdonañ bep sizhun. Ar gevezadeg kentañ a vo d’an 21 a viz Gwengolo, e Pleurestud.

Ar sevel-halterioù

Setu ur pennadig diwar-benn ma sport. Skañv e vo evit na vefec’h ket re gollet gant ar gerioù “nevez”. Kentañ tro e teskrivin deoc’h pep sav dre ar munud.

Ar sport nerzh nemetañ eo e-touez ar sportoù olimpek. En doare a-vremañ ez eus daou seurt sav : an diframmañ hag ar skoaziañ-gwintañ. Goulenn a ra ar sport perzhioù mat evel nerzh, tizh, gwevnder, kenurzh ha kempouez.

An diframmañ

Lakaet eo ar varrenn a-led dirak divhar an atletour. Hemañ a zle kregiñ enni, e zaouarn palvstouet hag he sevel en ul lusk hepken diwar ar bladenn betek penn e zivvrec’h stignet a-us d’e benn. Evit-se e c’hall plegañ e zivhar pe ober ur rampadenn. A-hed ar c’horf e rank ar varrenn mont en ul lusk dizehan, hep na vefe stoket ouzh ar bladenn gant ul lodenn all eus ar c’horf estreget an treid. Ar pouez savet a rank chom diflach, divvrec’h ha divhar stenn, betek ar sin da adlakaat ar varrenn war ar bladenn.

Ar skoaziañ-gwintañ

Evel gant an diframmañ emañ ar varrenn a-led dirak divhar an atletour. Er sav-se avat e tle he dibradañ hag he lakaat war e drebez-skoaz (peurliesañ met aotreet eo war ar bruched a-us d’ar begoù-bronn pe war an divvrec’h pleget). Ur wech kavet e gempouez e rank gwintañ ar varrenn a-us d’e benn. Ober a ray un damblegadenn evit-se a-raok kouezhañ dindani en ur rampadenn (peurliesañ, aotreet eo ober un hanterblegadenn pe ur blegadenn glok). Goude e rank sevel en-dro, ar varrenn a-us d’e benn, betek ma chomo houmañ diflach, divvrec’h ha divhar stenn.

Skrivet em eus er stumm gourel, anzav a ran eo peogwir e oa aesoc’h. Evel ma welit er skeudenn a-us avat estreget paotred a vourr ar sevel-halterioù. Koulskoude n’eus ket keit-se emañ ar gwir gant ar merc’hed da gemer perzh er C’hoarioù Olimpek. Ret eo bet dezhe gortoz ar bloavezh 2000 ha C’hoarioù Sidney evit en ober ! Da lavaret eo ur c’hantved, war-bouez un nebeud bloavezhioù, war-lerc’h ar baotred.

Ar poltredoù hoc’h eus gwelet aze a zo bet graet gant Hookgrip. Ur chadenn Youtube a-feson o deus ma fell deoc’h gwelet muioc’h -> Hookgrip.

Kigennoù ar c’hof

Er magazinoù evit ar merc’hed koulz hag evit ar baotred e weler kofoù moan ha mistr, kigennet kaer e stumm tablezennoù chokolad, kement ha ken bihan ma sav mezh e nep piv bennak ha ne vefe ket neuziet evel-se. Da bep mare ha da bep bro o destloù ar gened. N’emaon ket o vont amañ da zisplegañ deoc’h penaos moanaat, penaos kreñvaat ho kof ne lavaran ket.

Anvioù kigennoù ar c’hof hag o labour

Kent mont d’an embregadennoù a c’hallit ober, greomp tro anvioù kigennoù ar c’hof ha pehini eo labour pep hini. Tri gwiskad zo an hini donañ a vez graet kigenn dreuz ar c’hof anezhañ, ar c’higennoù beskellek diabarzh ha diavaez a ya d’ober an eil gwiskad, hag an trede, war-c’horre, zo anvet kigenn vras eeun ar c’hof – homañ eo zo ur stumm tablezenn chokolad dezhi.

Ar gigenn-dreuz zo stag ouzh tal don ar seizh kostezenn diwezhañ ha pemp mellenn an dargreiz, ouzh ar begoù-askorn-treuz ha dre ul lienstirenn ziadreñv ouzh ar gribenn-glun hag ouzh stagell ar varlenn. Eus an holl stagoù-se ez a gwiennoù a-blaen betek tu a-raok ar c’hof. Eno ez echuont en ul lienstirenn a-raok hag a dap ar gigenn-dreuz enep ouzh al linenn wenn. Labour ar gigenn-dreuz zo digreskiñ treuzkiz ar c’hof.

Ar gigenn-veskellek diabarzh zo stag en traoñ anezhi ouzh stagell ar varlenn, ar gribenn-glun, lienstirenn an dargreiz; e krec’h ouzh ar beder kostezenn ziwezhañ hag ouzh al lienstirenn ar gigenn-veskellek a ya da stagañ ouzh migern ar c’hostezennoù, ar glerenn hag en traoñ ouzh an askorn kaezour da live al linenn wenn. Pa labour diouzh un tu hepken e ra d’ar c’horf-bras stouiñ ha treiñ diouzh e du. Pa vez difiñv al lestr e sach war ar c’hostezennoù, hag ar c’hontrol. Pa labour diouzh an daou du a-gevret e vo diouzh ma chom difiñv al lestr, stouiñ a ra ar c’horf-bras war an tu a-raok, pa chom difiñv ar melloù hag al lestr e sach ar c’hostezennoù war traoñ hag a-dreñv. Ec’hanaler eo.

Ar gigenn-veskellek diavaez zo stag ouzh ar seizh kostezenn ziwezhañ (ma ya da gendentañ gant enlenadurioù ar gigenn heskennek a-raok), ouzh ar gribenn-glun. A-veskell ez a he gwiennoù etrezek lienstirenn ar gigenn-veskellek diavaez – a ya eus ar glerenn betek an askorn kaezour. En tu a-raok e junt an div lienstirenn da live al linenn wenn. Pa labour eus un tu hepken e ra d’ar c’horf-bras stouiñ war ar c’hostez eus an hevelep tu, ha treiñ war an tu enep. Pa labour eus an daou du a-gevret e pleg ar c’horf-bras war an tu a-raok. Pa vez difiñv al lestr e sach ar c’hostezennoù war-draoñ – ec’hanaler eo.

Kigenn vras eeun ar c’hof eo an hini diaraokañ. En em ledañ a ra, gant gwiennoù serzh en diaraok d’an teir c’higenn gent. Kregiñ a ra ouzh ar c’hostezennoù (5, 6 ha 7) hag o migern, hag ouzh baleg lech ar glerenn. Troc’het eo gant enlenadurioù stirennek a vez gwelet pa vez argrezet ar gigenn, eleze ar c’harrezioù. He labour zo tostaat ar glerenn d’an askorn kaezour, ar gigenn bennañ eo e-touez kigennoù ar plegañ. Gallout a ra ivez sachañ al lestr war-drek.

Penaos kreñvaat ho kigennoù kof

Evel m’hon eus gwelet e talvez kigennoù ar c’hof da lakaat ar c’horf-bras da fiñval war an tu a-raok pe war ar c’hostez. N’oc’h ket souezhet moarvat. Koulskoude, labour pennañ ar c’higennoù-se zo delc’her ar c’horf-bras en e sav. Ha, nemet ma rafec’h ur sport ispisial, n’hoc’h eus ket ezhomm da embregañ kigennoù ho kof evit nep labour all estreget gallout delc’her ho korf-bras eeun hag ober da skoed d’ho pouzelloù.

Setu perak e lakaan da embregadennoù pennañ div embregadenn gouwaskañ (hypopressif) – d.l.e ne vez ket gwasket nemeur ar c’hof gante – : ar plankenn a-gof hag ar plankenn a-gostez. Ul lodenn vat eus an embregadennoù boaz a laka re a wask war ar bouzelloù hag an organoù ha riskl zo gante da dapout un diskenn-organoù pe troazhandalc’h.

Penaos ober ar plankenn a-gof

– A-c’hourvez, an ilinoù dindan an divskoaz, war tolzenn an treid pe aesoc’h war pennoù an daoulin

Sevel al lestr betek stummañ ul linenn etre ar chouk, an divlez hag an treid/pennoù-glin

– Pellaat an daou blankenn-skoaz an eil diouzh egile, evel pa vefec’h o klask bountañ war an douar

– Ar selloù etrezek al leur, astenn an askil

– Lakaat al lestr en drekc’hwelad (rétroversion) evit diwall melloù an dargreiz

– Stardañ kigennoù ar c’hof evit lakaat ar begel da vont war-du al livenn-gein

– Analañ dre ar skevent

Penaos ober ar plankenn a-gostez

– A-c’hourvez war ar c’hostez, ilin dindan skoaz, war laonenn diavaez an treid pe aesoc’h war pennoù an daoulin

– Sevel al lestr betek stummañ ul linenn etre ar chouk, an divlez hag an treid/pennoù-glin

– Stardit kigenn vras ar gein evel pa vefec’h o klask bountañ war al leur

– Lakaat al lestr en drekc’hwelad (rétroversion) evit diwall melloù an dargreiz

– Stardañ kigennoù ar c’hof evit lakaat ar begel da vont war-du al livenn-gein

– Analañ dre ar skevent

An div embregadenn-se a c’hall bezañ graet ken lies ha bemdez rak kigennoù gouzañvus zo anezhe ha buan ec’h adnerzhont. Diouzh ma viot kreñv pe get e c’hallot padout hir pe hiroc’h. Evit tud n’o deus graet biskoazh seurt embregadenn ec’h alian chom e-pad 15 pe 20 eilenn ha diskuizhañ e-pad ur vunutenn. A-feur ma kreñvay ho kigennoù e c’hallot padout hiroc’h, lakaomp 10 eilenn ouzhpenn. Fichennoù a-ratozh a gavot el lec’hienn-mañ a-barzh pell.

Talvoudus-bras eo ur gouinañ kreñv ken evit tud ha ne reont sport ebet ken evit ar sportourien. Ret eo gouzout ivez ez eo gras d’ar gigenn-dreuz e c’hall ar c’hof bezañ moan rak «argrezet» e vez dalc’hmat ha sachet gorre ar c’hof war an diabarzh. Soñjit enni ivez evel un houarnwisk evit hoc’h organoù diabarzh.