Diwar ma fenn

Ur BMYDPS Obererezhioù ar yec’hed, meneg A (kentelioù a-stroll) ha B (kigennañ, sevel-halterioù) hag ur gartenn vicherel am eus.

Graet em eus atleterezh, boks gall, hapkido (arz emgann korean), kigennañ gant pouez ar c’horf ha gant halterioù. Kevezer on gant ar sevel-halterioù.

Goude un hir a skiant-prenet en ur vicher ha na denn tamm ebet d’ar sport em eus santet an ezhomm da vont war ur vicher all, hag anat eo bet din mont gant hent ar gourdonañ.